web analytics

Manifestation Rennes 26/05 – Manifestadeg Roazhon

GALV DA VANIFESTIÑ – Roazhon 26 Mae 10e30

Justis evit Diwan hag ar brezhoneg.

An holl e Roazhon d’ar 26 a viz Mae da 10e30 er Rektordi, 96 straed Antrain

Rouedad skolioù Diwan a c’halv da gemer perzh er vanifestadeg vras a vo dalc’het d’ar 26 a viz Mae 2018 e Roazhon evit ma vefe kaset war-raok ar statud  a zo ret evit e skolioù…. Diwan a c’houlenn e vefe sevenet goulennoù ar c’helenn dre soubidigezh :

Diwan a ra e lod :
  • Krouiñ postoù labour ha buhez er vro 
  • Aozañ ur servij publik hep ar peadra
  • Lakaat e pleustr : Frankiz, kevatalded, kengred, digousted, laikelezh
  •  Krouet aboe 40 vloaz un hentenn solut hag efedus a zeskadurezh  dre ar brezhoneg 
Pase Poent d’ ar stad ober e hini : 
  • Kevratiñ ar skolioù nevez azalek o c’hrouidigezhazalek
  • kavout diskoulmoù da vat evit an implijidi nann gelennerien
  • ma vo paeet ar skodenn skoliatañ gant an holl gumunioù
  •  digeriñ ar postoù skolaerien a zo ezhomm er c’honkour hag er skolioù

Evit lavarout echu gant ar brikolaj ha goulenn ur gwir bolitikerezh diorren ar brezhoneg er skolioù, evit goulenn justis evit ar familhoù, ar vugale, an implijidi. Diwan a c’halv e izili, mignoned ha kement den hag a soñj ez eo poent bras goulenn groñs digant ar stad kemer  e-karg e lod evit ar brezhoneg da zont da Roazhon d’ar 26 a viz Mae 2018 da 10e30.


APPEL À MANIFESTER – Rennes 26 Mai 10h30

Justice pour Diwan et la langue bretonne.

Tous à Rennes le 26 mai à 10h30 au Rectorat, 96 rue Antrain

Le réseau des écoles Diwan appelle à participer le 26 mai 2018 à Rennes à une grande manifestation pour obtenir un statut adapté aux besoins des écoles. Diwan demande que soient prises en compte les demandes de l’enseignement bilingue par immersion :

Diwan fait sa part :
  • Création d’emplois et animation du territoire 
  • organisation d’un service public sans les moyens
  • mise en œuvre des valeurs de liberté, égalité, solidarité, gratuité, laicité
  •  développement depuis 40 ans d’une filière solide et efficace d’enseignement par la langue bretonne
À l’État de faire sa part maintenant :
  • contractualiser les écoles dès leur création
  •  mettre en place des solutions concrètes pérennes pour les emplois non-enseignants 
  • faire en sorte que toutes les collectivités concernées versent le forfait scolaire 
  • ouvrir un nombre suffisant de postes d’enseignants au concours et dans les écoles.

Pour dire : fini le bricolage et exiger une réelle politique de développement de la langue bretonne dans l’enseignement, pour demander justice pour les familles, les enfants, les salariés. Diwan appelle ses membres, sympathisants et toutes les personnes considérant qu’enfin il faut exiger que l’Etat fasse sa part pour la langue bretonne, à être présent le samedi 26 mai 2018 à 10 h 30 à Rennes