Kenstrivadeg – concours de nouvelle

Kenstrivadeg Redon.

Evel ar bloaz paseet o doa kemeret perzh skolidi CE2, CM1 ha CM2 e Kenstrivadeg Redon, un darvoud aozet gant an Association bretonne. Evit-se o doa skrivet testennoù e brezhoneg diwar tem « Aodoù ha riblennoù ar mor ». Lod zo o doa skrivet o-unan, lod all daou-ha-daou hag e oa bet kaset seizh testenn erfin. Teir zestenn o doa bet ur priz.
D’al lun 11 a viz Mae e oamp bet e ti-kêr Redon hag ar prizioù oa bet roet deomp :
Maël Lechevalier en doa bet ar priz kentañ gant an destenn « ar Surf hag ar Petrol », Odran Le Rallic-Maho ha Younis Jolivet o doa bet an eil priz gant « an Tsunami Petrol ». Mauve Garcia-Crépin ha Salomé Le Floc’h-Petit o doa bet an trede priz gant « ar Bezhin glas ». Tud ar juri o doa gourc’hemennet Anjela hag ar skolidi diwar kalite holl testennoù skol diwan Kistreberzh.
Ne oa ket deuet ar re CM2 da gaout o frizioù e Redon rak e oant o weladenniñ skolaj diwan Gwened d’an deiz-se. Roet vint dezho er c’hlas. Un digarez brav e vo da bep hini lenn e destenn d’ar c’hlas.
An testennoù e c’hellit kaout war baper er c’hlas. Gallout a reer amprestañ anezho.

Comme l’an dernier, les élèves de CE2, CM1 et CM2 on pris part au concours de textes en breton organisé par l’Association bretonne de Redon. Pour ce faire ils avaient écrit des textes sur le sujet «Les côtes et les bords de mer.». Certains ont écrit seuls, d’autres en duos. Nous avons envoyé sept textes au jury et trois textes ont remporté un prix.
La remise des prix a eu lieu à l’hôtel de ville de Redon:
Maël Lechevalier a eu le premier prix pour son texte « ar Surf hag ar Petrol », Odran Le Rallic-Maho et Younis Jolivet ont eu le deuxième prix pour « an Tsunami Petrol » et Mauve Garcia-Crépin et Salomé Le Floc’h-Petit ont eu le troisième prix pour « ar Bezhin glas » (les algues vertes). Les membres du jury on félicité Anjela et les élèves présents pour la qualité de l’ensemble des textes de l’école diwan de Questembert.
Les élèves de CM2 n’ont pas pu assister à la remise des prix à Redon car ils étaient en visite du collège diwan de Vannes. Leurs prix leur seront remis en classe. Ce sera une belle excuse pour que chacun lise son texte à la classe.
Les textes sont disponibles à l’emprunt sur format papier dans la classe

document disponible sur ce lien.kenstrivadeg